en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ul luskad sokial bras a zo kaset get ar vedisinourion dizalc'h

Ul luskad sokial bras a zo kaset get ar vedisinourion dizalc'h

Ul luskad sokial a zo kaset get ar vedisinourion dizalc’h etre ar 5 hag ar 15 a viz Genver.

Tro-dro 20 000 medisinourez ha medisinour o deus disklêriet kemer perzh d’ar luskad hervez al lec’hienn « medecins en grève » met gellet a rahe bout uheloc’h ar sifr e wirionez. Lod anezhe a vo é vanifestiñ e Pariz àrc'hoazh.

Emaint é stourm doc’h div lezenn nevez a zo pennadoù kudennek enne herveze : al lezenn argantaouiñ ar surentez sokial hag al lezenn a-enep ar floderezh sokial.

Muioc'h a zisplegadennoù get Valentine Braud, medisinourez jeneralist en Oriant anezhi.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio